Tired lemm
Neuz
Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
Ur pennad tired zo ivez.
An tired lemm[1] a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin.
á é í ó ú
Hervez al langaj e c'hall sinifïañ meur a dra :
- merkañ emañ serr ur vogalenn (galleg...)
- ... pe ar c'hontrol : merkañ emañ digor (portugaleg pelé, klevet evel ar galleg pélè)
- merkañ emañ hir ur vogalenn (iwerzhoneg...)
- merkañ an ton-mouezh war-grec'h (viêtnameg, latinekadur pinyin ar sinaeg...)
- dishañvaliñ homografoù : nederlandeg één (unan) e-skoaz een (un), spagnoleg él (eñ) e-skoaz el (an)
- Kavet e vez ivez war gensonennoù 'zo (ć da skouer), e poloneg, evit merkañ emaint palatizet.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E brezhoneg ne vez ket graet gant an tired lemm, war-bouez ar rannig-verb é (e gwirionez eo ur skrivadur tennet eus skritur hengounel yezh Gwened).
En un nebeud skridoù yezhoniezh pe studi (evel geriadur Remont ar Porzh) e verk lec'h ar pouez-mouezh direizh : raktál da skouer. - Hervez skrivadur etrerannyezhel ar brezhoneg e vez lakaet war an "e" e-barzh un nebeud gerioù (yén, yér, kén, zokén...) evit merkañ emañ serretoc'h an /e/, distaget /i/ gant tud 'zo. Ar silabennoù-se a gemer ar pouez-mouezh ivez. Dishañvaliñ a ra ivez ur c'houblad homografoù: ken na chomo den ebed kén.
Merkañ an taolmouezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En okitaneg, spagnoleg, portugaleg, katalaneg e vez implijet da verkañ an taolmouezhiañ er vogalennoù Á á /a/, É é /e/, Í í /i/, Ó ó /o/, Ú ú /u/.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur Ménard, pajenn 14.